Hatieg

Hatieg

Henyezh
Perzhioù
Komzet e : Anatolia
Rannved : Azia
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezh digenvez
  • Hatieg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL XHT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An hatieg zo ur yezh hag a oa komzet en Anatolia etre an trede hag an eil milved kent Jezuz-Krist gant an Hatied. He zachennad en em astenne eus Hattusa betek Nerik.

Erlec'hiet e voe gant yezh an Nesaned, an hititeg, goude aloubadeg ar rannvro gant ar re-se. Mirout a reas ar vro hec'h anv hatiek avat, ha gant ar yezh kozh e kendalc'hjod d'ober evit lidoù relijiel.

N'anavezer an hatieg nemet dre un dornad testennoù relijiel (CTH 725-745) bet skrivet pa oa marv pe zamvarv ar yezh dija. Tabletennoù e hatieg a zo bet kavet e Sapinuwa met n'int ket bet embannet c'hoazh.

Gallout a rafe an hatieg bezañ liammet ouzh yezhoù kaokazek ar gwalarn, daoust ma n'eus prouenn ebet eus an dra-se evit c'hoazh ; an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred ez eo ur yezh digenvez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search